Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
AN DAKENN DOUR


Gwilho, gwaïl-nec’het ha mezhek, a ra dezhi azezañ war ur gador).


GWILHO (o skrabañ e benn)

Alo ’ta, Kato, alo !... o farsal e oan... Me ne oan ket a sell da... (goude ur pennadig, e skop war ar plañchod hag e hej e skoaz) ’c’hanta, chaous !... pa garo e savo alese... ’keit-se, ec’h an da glask un tamm bennak da zebriñ, rak, Sant Erwan, naon daonet am eus, ha ’m eus aon bras ne vo ket gwall zruz va merenn hiziv... (Mont a ra er-maez dre an nor gleiz ; kerkent Kato a sailh en he sav).


DIVIZ III


KATO


KATO

Tremen poent eo din mont da gerc’hat an archerien war-dro an ebeul-mañ !... (Redek a ra betek an nor dehou) Sell ’ta, piv a zo aze ? (Dont a ra e- barzh an ti ur baourez kozh ha truilhennek, ur baner ganti.)


DIVIZ IV


KATO, AR BAOUREZ


AR BAOUREZ

Un dra bennak d’ar paour, ma plij !


KATO

Ac’hañ !... kouezhet mat oc’h, va moereb, bremaik