Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
AN DAKENN DOUR


vat n’hoc’h eus ket a glogor dindan ho treid... Kit da gerc’hat pezh hoc’h euz ezhomm, ha va laoskit amañ d’ober stamm, pe da vazailhat, ma karan, rak faezh ec’h on bezañ ho matezh !


GWILHO

Paouez da vlejal bepred ! me a zo sur e vez klevet ac’han betek an aod... N’ec’h eus ket a vezh ?... Rak an dud...


KATO

An dud, emezañ ?... An dud a oar pell a zo peseurt poñsin ec’h oc’h !


GWILHO

Marteze, hogen keuz az pezo ma talc’hez evel-se... Sell, bountañ a ran va daouarn em godelloù, rak debron a reont din...


KATO

Debron, sell ’ta !... E soñj oc’h da skeiñ, va faotr ?


GWILHO

Allas, Kato, ro peoc’h !... Kemer da lunedoù ha lenn pezh a zo skrivet amañ dindan va biz : an troc’her moc’h eus a Langoad en deus hanter-vruzunet e wreg a daolioù troad skourjez.


KATO

Ac’hañ ?... Evel-se emañ ho kont, Yan lip-e-werenn ? O Santez Anna Wened ! pebezh trubuilh a rankan gouzañv gant un amprevan evel-hen !... ha c’hoazh hep lavarout ur ger !... O, va divhar a gren dindanon ; ec’h an da gaout ur falladenn, ec’h an da vont er bord all !... (en ur huanadiñ hag en em vranskellat, Kato a sempl etre divrec’h he den ;