Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
AN DAKENN DOUR


c’han a ra adarre dezhañ ar gomz). Gortozit, bremaik ec’h an da furchal ho kodelloù... Serrit ho kenou, pa lavaran deoc’h ! Marteze n’hellin ket rannañ ur ger em zi ?... (Gwilho en em laka da chaokat). ’Oc’h adarre gant ho chaok !... O tispign ho tammoù gwenneien gant al loustoni-se, ha goude e viot o valbouziñ hag o libouzañ din va faour kaezh plañchod !


GWILHO (o skeiñ gant e zorn war an daol)

Arsa ! ne vin ket laosket da zistagañ ur ger ?


KATO (o skeiñ kreñvoc’h eget he den)

Ger ebet !... Hiziv ec’h eo va zro da zisammañ va c’halon, ha kaer ho po lammat ha sailhat, e klevot ho kentel penn-da-benn... Ya, sed amañ un ibil !... D’ar gêr e teu pa vez skuizh o tigeriñ e c’henou ’lec’h all, ha kerkent ha ma laka e droad er porzh : Alo ! buan ! traoù war an daol evit añ Aotrou !... ’c’hanta, merenn ebet n’ho po, na koan kennebeut- all ken ne vezit ket furoc’h !


GWILHO

Rrrrrrrr !... Rrrrrrrr ! Mont a ra ar vilin-wenterez en-dro !


KATO

Oc’ho ! grit rrrrrrrrr pezh a garot !... Houmañ n’eo ket ur vuhez ! Erru ar gont a vez, ec’h a ar paour da ouez !... A-walc’h, va faotr ! ne c’houlan ket bezañ moustret ganeoc’h... (Gwilho a stouv e ziskouarn) O, kaer hoc’h eus stouvañ ho tiskouarn, va gousperoù n’int ket echu c’hoazh !... Me am eus merennet, pell a zo, ha pred ebet ne vo war an daol-mañ a-raok c’hwec’h eur…