Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
AN DAKENN DOUR


deoc’h ar wirionez : un den evel hennezh a rank bezañ Yann al Leue, pe ur sant bras addeut war an douar evit ober pinijenn... (Deut e-barzh dre an nor dehou, Kato a dreuz an ti hag a ya er-maez dre an nor all). Cho ta, Kato, cho... Da belec’h e redez ken reut ha m’az pije lonket ur vazh-yod ?...

(Digeriñ a ra an nor gleiz). Selaou ’ta, va flac’h, da bet eur e vo merenn hiziv ?


DIVIZ II


GWILHO, KATO


KATO

Hag abaoe pegoulz ec’h eo sonet an Anjeluz ?... Sed amañ marteze ur pezh divergont hag a gomz ouzh an den, gwashoc’h eget ma vijen ur c’hi !... Chomet oc’h adarre, emichañs, gant ur bagad lonkerien eveldoc’h da glakañ e-barzh un ostaleri bennak ? (Astenn a ra Gwitho e vrec’h evit komz, hogen Kato a droc’h dezhañ e c’hêr). Serrit ho kenou, c’hwez ar gevier a zo ganeoc’h ! Sellit ouzh ho fri ! erru eo ken ruz hag ur vouarenn hanter-darev !

GWILHO

N’em boa ket lavaret deoc’h ?... Adalek ma krog houmañ da ganañ va fegement, e red he zeod ken prim ken na vezan mezevennet...

KATO

Mezevennet, emezañ ?... Ha pelec’h emañ an arc’hant ? (Stlepel a ra Gwilho war an daol un dornad pezhioù moneiz). N’hoc’h eus nemet se ? (Tro-