Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
AN DAKENN DOUR


varan ket « ya, paotred », rak gouzout a ran, kement gwaz a welan aze dirazon a zo a-du ganin... N’eo ket gwir, kanfarded ?...

(Bale a ra, a-dreuz hag a-hed, evel pa vïje war glask un dra bennak). Naon bras am eus, ha sec’hed ’ta, Sant Erwan ! met amañ e vez prennet hag alc’houezet war ar sistr hag ar gwin betegout na gouezhfe warno va faour kaezh dorn... Lennomp bepred ar gelaouenn da c’hortoz... Dal ’ta 1... Perwenan : E-ti intañvez Lazhbleiz ez eus bet laeret un hanter-dousenn vioù, ur gartourenn chikore, ur galabousenn hag ur billig nevez-flamm... (Paouez a ra da lenn) Intañvez Lazhbleiz ?... Hounnezh, a gav din, ’oa gwechall merc’h sakrist kozh Planiel... Ya vat, ha c’hoazh e veze graet anezhi an Dougn, daoust d’he fri bezañ hiroc’h ha moanoc’h eget ur minaoued !... Deomp dezhi c’hoazh. (Lenn a ra ar gélaouenn). Kamlez... Disul diwezhañ e-pad an oferenn-bred ez eus bet adarre un tamm sach-blev etre Luch ar Gonideg hag e vamm-gaer Fant Merrien. Dimerc’her kentañ e tleont mont dirak ar barner da Landreger... Ret e vo din mont ivez ; c’hoarzhin a rin o welout al Luch hag an hini gozh o’ n em zifretañ... (Lenn a ra ar gelaouenn). Langoad... Anton ar Bitouz, troc’her-moc’h, en deus hanter-lazhet e wreg a daolioù troad skourjez... Sell ’ta ! c’hoari a ra an dud war an tamm tachenn-pri-mañ ! (Lenn a ra adarre). Anton ar Bitouz a zo bet pemp gwech intañv !

(Ar gelaouenn a gouezh diouzh e zaouarn) Sant Erwan ! pemp gwech intañv ?... Neuze ’ta, ar Bitouz a oa dimezet evit ar c’hwec’hvet gwech !... ’c’hanta, diouzh va diviz-me, e-lec’h bezañ bountet e-barzh an toull, ar balbouzeg-se en deus gounezet ur vedalenn... (En ur skrabat e benn). Dimeziñ c’hwec’h gwech ! Pa n’emañ ket Kato war-dro, e lavarin