Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
E-TAL AR POULL


JAKETA

Ha teurel evezh mat ne vefe panenn pe suilhet ar bara.

JABEL

Gweskel ar c’houez.

JAKETA

Gwalc’hiñ.

JALM

Gwalc’hiñ petra ?

JAKETA

Al loaioù hag ar skudelloù.

JALM

Goustad : al loaioù hag ar skudelloù.

JABEL

An darbod, hag ar podezoù.

JALM

Penaos a gav deoc’h e c’hellin me derc’hel soñj eus a gement all a draoù.

JABEL

Gwalc’hiñ holl listri ar gegin, en ur ger, hep ankounac’haat hini pe ho po da ziwall ouzhin.

JALM

C’hwi ’zo gouestoc’h egedon-me da walc’hiñ traoù evel-se !

JABEL

Peoc’h ! Mont a reot d’ar poull gant lienennoù fank ar paotr bihan.