Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
AN DIV ZREMM


MALO

Savit ho penn karet. Perak e leñvit, Rozen ?... Sellit ouzhin !

ROZEN (kuñv, o sevel he fenn)

Gouzout a rit, Malo, perak e leñvan !

MALO

Rozen !

ROZEN

Ma vefen bet dizremmet, me, ha n’ho pefe ket kemeret ac’hanon da bried, Malo ? Ha n’ho pefe ket va c’haret evel agent ?

MALO

Rozen !

ROZEN

Neuze, Malo, penaos e c’hellit lavarout...

MALO

Va Rozen-me !

ROZEN

Malo !... Va fardon a c’houlennan diganeoc’h mar n’on ket bet mat a-walc’h evidoc’h, ...mar em eus graet deoc’h an disterañ poan...

MALO

Rozen !

ROZEN

Met, Malo, na lavarit ket din mont kuit ! Na lavarit ket din pellaat ! Na lavarit ket din... (Pazañ a ra).

MALO

Tavit, Rozen, me eo a c’houlenn diganeoc’h va fardon ! Klañv eo bet va fenn gant ar reuz. Kollet em