Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
AN DIV ZREMM


mont da di Janed Digabell da glask an dorzh vara he deus poazhet evidon gant he forniad ?

ROZEN

Ez an d’he c’hlask a galon vat ! (Da Valo). Ez an... betek tuchant, Malo ! (Malo ne respont ket). Betek tuchant, Malo.

MALO (hep mall)

Betek tuchant!


DIVIZ VII


Rozen a ya kuit.


MOUEZH AR VAMM

Aet eo kuit Rozen Pavek ?

MALO

Ya, aet eo kuit.

MOUEZH AR VAMM

Deuit amañ, Malo !... Nann !... Chomit ! Me eo a yelo, peogwir emañ an avel yen o c’hwezhañ e pep tu dre amañ, hag oc’h ober reklom en-dro din.

(Trouz a glever).


DIVIZ VII


AR VAMM, MALO


Ar Vamm a zeu~tre
AR VAMM

N’hon eus ket kalz a amzer kent da Rozen dont en-dro. Pardonit din, va faour kaezh paotr, peogwir e