Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
AN DIV ZREMM


ho penn karet ! (Malo ne fiñv ket). Ne fell ket deoc’h e welfen ho kloazioù ?

MALO

Na liv va dremm dizremmet ! (Rozen a baz hag a baz c’hoazh). Gant ar paz emaoc’h ?

ROZEN

N’eo ket kalz a dra !... Sellit ouzhin, Malo ! (Flourikat a ra adarre e benn stouet) Sellit ouzhin !

MALO

Fellout a ra deoc’h gwelout va dremm ? Va dremm dizremmet... Fellout a ra deoc’h gwelout ?... Fellout a ra deoc’h ?... Sellit ’ta (Treiñ a ra e benn daveti, en ur sevel). Sellit ouzh va dremm !

ROZEN

Va Doue!

MALO

Sellit ouzh va dremm, Rozen !

ROZEN

Me ho kar, Malo !

MALO

Sellit ouzh va dremm !

ROZEN

Perak c’hoari gant va c’halon ?

MALO

Sellit ouzh va dremm !