Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
AN DIV ZREMM


ROZEN

Malo !... me eo ! Perak kuzhat ho tremmig kaezh ?... Ha n’oc’h ket mui va fried da zont ?... Malo, sellit ouzhin !... Malo, respontit din !... Diskouezit din ho tremm !

MALO

Dizremmet...

ROZEN

Tavit, Malo !

MALO (sevel a ra e benn hep sellout ouzh tu Rozen chomet a-dreñv d’e gein).

Perak tevel war ar pezh ’zo gwir ?... Kit kuit, Rozen !... Lezit ac’hanon ! re walleürus on !... (Rozen a flourik e vlev). Karet hoc’h eus un dremm laouen, roet hoc’h eus din ho ker d’ar mare ma oan un den all, ha n’eo ket ar spontailh on deuet da vezañ... ar spontailh ez on bremañ. Kollet em eus va dremm. Ne chom war va eskern nemet kig distumm. Kollet em eus ar gwir da vezañ ho pried... Kit kuit, Rozen... Pedit evidon... panevet Doue, en em lazhfen !

ROZEN

Malo !

MALO

Panevet Doue !... N’ouzon ket mui adarre petra lavaran... Pardonit din, Rozen, met... kit kuit ! Fellout a rae din... Re abred eo, avat, re abred, ha, dreist-holl, re wan on. Kit kuit. Skrivañ a rin deoc’h ar pezh na c’hellan ket lavarout dre c’henou !

ROZEN

Perak ne lavarfec’h ket din dre c’henou kement a fell d’eoc’h skrivañ ? Troit ho penn, Malo. Savit