Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
TORFED AR FRER JUNIPER


levenez). Livirit ’ta, oc’h un den digalon ha ne blij ket deoc’h gwelout ar frer Goulaouig o pareañ. Livirit ’ta ho pije nac’het ouzhin ho pemoc’h mar em bije goulennet anezhañ diganeoc’h, ha miret ouzh ho preur da vezañ yac’h ha pare ? Livirit ’ta e kavit kasaus gwelout anezhañ kel livrin ? Ho pemoc’h a lamm gant plijadur o soñjal er baredigezh-se. Mar en deus bet poan, ar paour kaezh loen — ar pezh n’ouzon ket — ne vezo ket bet poan gollet. Hag an troad a dalvez deomp war an douar, a dalvezo deoc’h e-barzh an neñv. — Gloar da Zoue ! gloar da zoue ! C’hoarzhomp ! korollomp !… Pokomp an eil d'egile… Me a zo breur deoc’h ha c’hwi a zo breur din. A a a a a ! (Pokat a ra d’ar c’houer.)

KOUER (souezhet-marv hag an dour en e lagad)

Hem ! hem ! frer Juniper, graet ho pije din c’hoarzhin ma ne vijen ket bet o ouelañ. — Hem ! hem ! kavout a ra din emaon o ouelañ ha n’ouzon ket perak… (Sec’hañ a ra e zaeloù). Mar deo gwir, hervez ma livirit, en deus an troad-se degaset ar yec’hed d’ar frer Goulaouig, n’em eus ket a geuz dezhañ. N’em boa ket soñjet c’hoazh, daoust ma vez lennet an aviel er gêr, ur wech bep ar mare, ez omp breudeur evit mat… ha ne soñjen ket kennebeut emañ an holl draoù eeunet ken brav gant an Aotrou Doue, ma vez gounezet en tu-mañ ar pezh a vez kollet en tu-se. Ar gentel hoc’h eus desket din a dalvez troad va faour kaezh loen.

JUNIPER

Ac’hanta ! Setu aze komzoù kristen.

KOUER (goude ur pennad-prederiañ)

Nann, gouzout a rit ?… Nann, n’eo ket a-walc’h