Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
TORFED AR FRER JUNIPER


JUNIPER (e barr al levenez)

Ah ! va breur bihan, an Aotrou Doue a zo mat !

KOUER

Ne welan ket penaos.

JUNIPER

Ma lez ar c’hleñved da gouezhañ war an dud, ez eo evit kaout digarez da zegas ar pare dezho en-dro.

KOUER

Ya, moarvat !

JUNIPER

Evit teneraat kalon o breudeur.

KOUER

Me am eus ur galon dir.

JUNIPER

Hag en deus hadet, plantet ha lakaet war dachenn ar bed kement tra hag a fiñv, kement tra difiñv ha kement tra all, end-eeun evit o fareañ.

KOUER

Koulskoude…

JUNIPER

Hag a ra d’an dud yac’h eveldoc’h hag eveldon-me gounit meritoù gant kleñvedoù ar re all.

KOUER

Evit ar meritoù…

JUNIPER

Hag en deus roet dezho da virout an holl draoù