Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
TORFED AR FRER JUNIPER


an diaouled ! Ha dindan gwiskamant ur manac’h hag a vev diwar an aluzon ! Mil mallozh ! A ! fiziañs am bo c’hoazh en ur manac’h. Ar venec’h-se a ra an neuz da vezañ paour evit ober droug d’an dud kaezh. Penaos e chomfent bev ma n’eo ket dre laeroñsi ? A ! amprevan ! a diaoul ! Va zroad !… va zroad !… er plad-se !… o ! askornoùigoù bihan ! Laer ! torfedour ! muntrer ! lazher ! lazher treid-moc’h !

JUNIPER

O la ! o la ! Ar c’homzoù-se n’int ket komzoù dereat… ar fallañ tra eo kounnariñ, hag ur pec’hed bras eo da vezañ kofesaet hep koll amzer… Rak, ma tegouezhfe deoc’h mervel gant un taol-gwad, feiz, n’ouzon ket petra a c’hoarvezfe ganeoc’h. Asa ! asa ! n’hoc’h eus ket klevet mat.

KOUER

N’on ket bouzar emichañs.

JUNIPER

N’hoc’h eus ket komprenet.

KOUER

Ha krediñ a ra deoc’h on un azen ?

JUNIPER

Nann ! nann ! — Met…

KOUER

N’eo ket gwir, marteze ?

JUNIPER

Gwir petra ?