Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


(Da Fostus.) Peseurt droug en deus Fostus, peseurt kleñved ?

FOSTUS

Kleñved ar pec’hed marvel, en deus breinet va c’horf ha va ene.

KENTAÑ SKOLAER

Sellit ouzh an neñv, Fostus. Aze ez eus konfort evit an holl.

FOSTUS

Evidon n’eus ket. An naer a demptas Eva a c’hell bezañ pardonet, met Fostus, eñ, ne c’hell ket, Aotrounez, klevit ac’hanon, m’ho ped, ha n’ho pet ket aon rak va c’homzoù. Va anazevet hoc’h eus amañ gwechall, d’an amzer ma vezen ganeoc’h o studiañ. C’hwek e kavan soñjal en amzer-se. Ha koulskoude, aotrounez, e karfen bezañ chomet atav dizesk, hep bezañ digoret levr biskoazh. Ar burzhudoù am eus graet a zo brudet dre ar bed holl, hag en abeg dezho end-eeun em eus kollet ar bed holl, hag an Neñv, kador an Aotrou Doue, rouantelezh ar re eürus, bro al levenez peurbad. Hag e rankan chom en Ifern da viken, en Ifern..., ya..., da viken !... Va mignoned, petra a c’hoarvezo gant Fostus, en Ifern, da viken ?

EIL SKOLAER

Galvit an Aotrou Doue, Fostus.

FOSTUS

An Aotrou Doue ! An Aotrou Doue am eus nac’het ! An Aotrou Doue am eus graet fae warnañ e pep giz ! Gouelañ a rafen, met an diaoul a zalc’h war va daeroù. Skuilhañ a rafen va gwad, pa n’on ket evit gouelañ ! Va buhez ha va ene ! O..., derc’hel