Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


AR MARC’HEGER

Soñj am bo, aotrou. Ha bremañ, ez an da gerc’hat va marc’h. Kenavo.

Ar marc’heger a ya kuit.

VAKNER

Peogwir eo bet roet ar marc’h-se gant an diaoul, koulz eo din e werzhañ, hag echuiñ diouzhtu gant an diaouled hag an diaoulerezh. Kerkent ha ma vo marv va mestr Fostus, — ha ne bado ket pell bremañ, — ez in kuit eus ar vro-mañ hag e prenin ur maner gant e arc’hant. Neuze avat e vin un aotrou bras.

Mefistofelez a laka e benn er-maez en tu
dehou eus al leurenn.

MEFISTOFELEZ

A gav dit, lakepod ?

Kuzhat a ra e benn diouzhtu.

VAKNER (o sellout tro-war-dro).

A gav din ? Piv en deus komzet ?

Mont a ra en tu dehou. Mefistofelez a laka e
benn er-maez en tu kleiz.

MEFISTOFELEZ

Teuziñ a raio da vadoù, evel m’eo teuzet ar pemp mil lur ac’h eus bet evit da varc’h.

Kuzhat a ra e benn diouzhtu adarre.

VAKNER (o vont en tu kleiz)

Hola ! Hola ! Piv ’zo aze ?... N’eus den ! Huñvreal a ran... Teuziñ a raio va madoù evel m’eo teuzet ar pemp mil lur am eus bet ! (O furchal en e