Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


MEFISTOFELEZ

Ha bremañ, Fostus, ez on da vevel.

FOSTUS

Lavar din neuze, pelec’h emañ an Ifern ?

MEFISTOFELEZ

Dindan an Neñv.

FOSTUS

Ya, met pelec’h ?

MEFISTOFELEZ

N’en deus na lec’h na ment. E-lec’h m’emaomp emañ, e-lec’h m’emañ e rankomp bezañ.

FOSTUS

Diotachoù !

MEFISTOFELEZ

Gortoz, hag e weli !

FOSTUS

Kavout a ra dit e vin daonet ?

MEFISTOFELEZ

Emañ al lizher em dorn. Ha n’ec’h eus ket sinet ? Ha n’ec’h eus ket roet da ene da Satan ?

FOSTUS

Eo, ha va c’horf ivez war ar marc’had ! Petra ’vern ? N’on ket sot a-walc’h da grediñ, emichañs, ez eus poanioù da c’houzañv goude ar marv ! Sorc’hennoù goullo, koñchoù gwrac’hed kozh !