Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


MEFISTOFELEZ

Netra, nemet da ziskouez dit pezh a c’helli kaout hiviziken.

FOSTUS

Talvezout a ra neuze mil ene. Setu amañ al lizher. Gwerzhañ a ran drezañ va c’horf koulz ha va ene. Ret e vo dit avat derc’hel d’az promesaoù.

MEFISTOFELEZ

Dre an Ifern ha Lusifer, touiñ a ran seveniñ penn-da-benn kement a zo merket.

FOSTUS

Neuze, selaou ! (O lenn). « War an divizoù da heul. Unan, Fostus a c’hel!o bezañ un arc’houere. Daou, bez’ en devo Mefistofelez da vevel. Tri, Mefistofelez a raio dezhañ hag a zegaso dezhañ ne vern petra a c’hoantaio. Pevar, bez’ e chomo e ti Fostus hep bezañ gwelet gant den. Pemp, en em ziskouez a raio da Fostus, ne vern pegoulz hag e ne vern pe stumm. Me, Yann Fostus, a ro va c’horf ha va ene da Lusifer, Priñs ar Sav-Heol, ha d’e gannad Mefistofelez. Hag ez asantan bezañ kaset ganto d’an Ifern, a-benn pevar bloaz war-nugent ac’han, gant m’o devo dalc’het mat d’an divizoù merket. Sinet ganin, Yann Fostus. »

MEFISTOFELEZ

Al lizher-se a gemerin eta ?

FOSTUS

Kemer, ha gra gantañ pezh a giri ! (Reiñ a ra al lizher).