Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


skrivañ ar gerioù daonet-se ! Perak ne red ket ? (O lenn). « Me, Yann Fostus, doktor, a ro va c’horf ha va ene... » Aman on chomet a-sav. Daoust ha n’eo ket va ene din-me ?... Skrivomp eta.

Mefistofelez a zeu en-dro, o tegas gantañ ur
podad glaou-bev.

MEFISTOFELEZ

Amañ ’z eus tan. Deus, Fostus.

FOSTUS

Berañ a ra ar gwad adarre. Bremañ ne vint ket pell. (Skrivañ a ra).

MEFISTOFELEZ (a-gostez)

Petra ne rafen ket da gaout e ene ?

FOSTUS

Graet eo. Echu eo al lizher. Fostus, roet ec’h eus da ene d’an diaoul. (O sellout ouzh e vrec’h). Petra eo se ? Petra ’zo merket war da vrec’h ? « Homo, fuge ». Tec’hout ? Ha da belec’h ? Mar deo da Zoue, stlapet e vin gantañ en Ifern. (O sellout adarre.) Nann, touellet e oan. N’eus netra merket amañ. « Homo fuge ». Ne vern ! Ne vern !

MEFISTOFELEZ (a-gostez)

Traoù a gerc’hin da blijout dezhañ !

Mont a ra kuit, hag e teu en-dro gant diaouled, hag a laka kurunennoù, bravigoù ha dilhad kaer dirak Fostus, hag a ya kuit goude.

FOSTUS

Lavar din, Mefistofelez, petra eo kement-se ?