Nan, biken ne hellin beva var ar meaz ; hirio, ar zul anei, hag e rankan chom er ger da zivoal an ty pad ma vo an dud o pourmen pe o kemered o flijadur en ker. Ah ! sonj am euz pa voan en ker oc’h ober va zervich ; daoust d’ar vicher soudard da veza stard a wechou, em oa da vihana ar blijadur da bourmen gant va c’hamaraded. Unan deus va mignoned wella hag a deue ganin ar peurliessa, a oa eur potr yaouank deus Pariz hag a ouie, gant e zoniou gallek, lakat an dud da c’hoarzin ; gwir eo e ranken alies gwelc’hi e gorzaillen d’ezan, mes neuz forz, hennez a oa eun den !
Ah ! Perak n’em euz ket heuliet e aliou, pa lavare d’in mont gantan da Bariz, eur vech echu va c’honje. Lavaret a re d’in penaoz e eontr a oa kontrevestr, hag en dije kavet labour d’in dustu en eun ijinerez vraz, hag am ije bet eur baëamant vad ; mes ne oa ket great va sonj ganen hag e c’hoantaen dont en-dro d’ar ger da welet va zud n’em na ket gwelet pell a oa, ha da labourat evel gwechal. Mes kaer am euz, n’hallan ket ’nem ober deuz al labour douar. Ha neuze pa oan er zervich, ne vijen ket potr ar ger evel aman, lec’h e rankan, beb eil zul, chom da ziwal an ty ha da voeta al loened, da zerc’hel tan dindan ar zouben evit ma vo tom ben ma teuio an dud deuz an oferen… Kement-ze ra d’in sonjal em euz ankounac’het, gant va huvreou, tanvat ar zouben (tanvat a ra ar souben), eun tamik holen a zo defot c’hoaz (lakat a ra holen hag e tanva eur vech all). Evel se, michans, e vo mad.