Pez c’hoari en tri arvest var doare eun den yaouank o kuitad e Vro evit mont da glask labour da Bariz.
An arvest kenta a dremenn en Breiz, e ty Yan ar C’heinek. Gwelet a rer ar paotr yaouank er gear : eur pennad goude beza bet soudard, e klemm var ar blaneden a ra deuz outan eur c’houer elech enn den a vicher, a labourfe er c’heriou braz ; benn divez an arvest e vo gwelet o kuitad e dad hag e vreur evit mont da heul eur mignon.
En eil arvest e kaver Job ar C’heinek daou vla goude e Pariz, en eur gambr dister dindan an doen, ar gambr a zo mantruz da velet hag hen a zo gourveet var eur c’hoz golc’had, diskaret eo gant an evachou krenv hag ar vuez diroll en deuz rened pad an daou vla tremenet e Pariz. E vreur yaouank a deu d’e glask evit tenna anezan deuz ar fank elec’h ma ’z eo kouezet.
An trede arvest a vo adare e ty an tad, pehini a zo diskaret gant ar gozni, hag a c’hortoz e vibien ; arok an divez e veler ar mibien hag o mignon Alan o tistrei, hag e touont holl chom hiviziken da labourat en o bro.