Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nicolas - An Divroet, 1911.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
kentskrid

braz, hag e lenne d’ê, vel en eul leor digor, an holl rimadennou neve zavet. Evelse e zo bet moullet darn euz oberou Yann ar Gwenn, oberou pobluz, leun a spered Tregeriad hag a furnez beva.

Eur breur d’eun tadiou da Voris e oa Yann ar Gwenn, ha kement-se ’n hini zo bet kirriek d’e niz bihan da gemer, evel barz deuz ar Gorsedd, an hano Mab ar Gwenn. Spered ar barz koz a rank, evit gwir, bean diskennet war e c’hourre, abenn ma zo ennan kement a dân hag a garantez vit e Vro vel ma tiskwez dre e oberou.

Aboë m’eo krog Breiz da hadzevel en he lizeradur, en hec’h iez, en he zeatr, Moris Nikolaz an euz baleet atao er penn kentan. Roet en euz beteg-hen d’e Vro poan hag ijin, amzer hag arc’hant. Breman e ro kaeroc’h hoaz : e spered hag e galon. Mantret o welet kement all a Vreiziz o font d’en em goll d’ar c’heriou braz, en euz sonjet lakat dindan daoulagad e genvroiz eun dôlen livet kaer, gant dorn eur gwir liver, deuz ar gwalleuriou zo o c’hedal ar Breizad forbanet, ankwaet gantan dousder e vro ha skweriou mad e dud.

N’eman ket ar mare, c’hoaz, da veuli ar pez c’hoari graet gand Mab ar Gwenn ; n’eman ket ive, ken nebeut, meulodi ar fillor en karg ar paëron. Ar fillor a raio divezatoc’h ar meulodi-ze e unan en eur vale plen gant henchou ar vuhe. An esper am euz ive e teuio prestik ar pezik brao-man, ken deread ha ken iac’huz, leûn a c’houez-vad an holl gredennou koz, d’ober eun dro hir ha talvouduz dre deatrou ha dre Sperejou Breiz.

Montroulez, an 30 a Genver 1911.


————