Pegen mad eo ar c’hik sal, va zad, dont a ra naon dinn en eur debri. — hag o para ! n’eo ket evel ar bara skanv a vez e Pariz, hennez na vag ket an denn, elec’h gant heman e wellain buban.
Ia, Job, heman zo bara great er ger. Meret eo bet gant va groeg hag ar bleud a zo great gand an ed diwanet e parkeier da dad. Abalamour da ze e kavez anezan gwelloc’h eget hini Pariz, han !
N’ouzonn ket petra zo kiriek, mes pell a zo n’em euz ket debret gant kement a galoun vad. Ha te, Alan, petra leverez ?
Petra lavarfenn ken, nemed eo kant kwech gwelloc’h. bevanz Breiz eged bevanz Bro-C’hall, ha gwelloc’h eo ganin eun tam bara ha kig-sall drebet er Vro e kreiz mignouned vad eged bara gwenn gant kik rostet debret e Pariz mesk eur bern diavezourien ne ouzont nemet ober gwap ouz ar Breizad.
Gwelet a ran, gant plijadur ez out troet breman gant ar Vro, ha da veaj he deuz, da vihana, great vad d’id ; rak daou vla zo ne gomzez ket evelse.
Evomp’ta eur banne en enor da Vreiz ha touomp e chompfomp hiviziken en hon Bro Breiz da lavaret eo da labourat ann douar roet deomp gant hon zadou koz.
Ia ha trugarekeomp ann Autrou Doue da veza laket ac’hanomp d’en em gaout c’hoaz holl assamblez.