Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nicolas - An Divroet, 1911.djvu/35

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —


YAN

Ha te Alan distro out d’ar Vro ivez ta ?

ALAN

Ya distro on. Trawalc’h am euz bet euz Pariz,

JOB

Alan a zo distroët a Bariz evit lakat ac’hanon da zistrei hag evit sikour Pierrik d’am digas d’ar ger, rak biken n'em bije kredet dont ma unan dirak ho taoulagad. — Re a vez am oa euz va buez dremenet. — Ha neuze re fall a oan ivez evit distrei ma unan.

YAN (da Bierrik)

Ne toa ket lavaret d’inn e tlee Alan distrei ganeoc’h. Hag evit se, bremaik em euz bet poan oc’h anavezout anezan var ann hent.

PIERRIK

Nann va zad, n’am oa ket sonjet lavaret d’eoc’h var va lizer e tlee Alan distrei ganeomp, rak me a oa ken laouen, ma na ouien ken pelec’h e oan. Mes pardonit d’inn mar plij ! ha te ive Alan.

ALAN

Ia pardounet out… ze na ra netra, skrivet am euz d’am zud e tleen en em gaout unan euz an devechou-man. Ne ouien ket, avad, petra devez ha setu perag n’eus den o c’hortoz ac’hanon fenoz, ha pa n’em gavinn bremaïk e vezinn gwelet.

YAN

Petra, Alan, sonjal a rez eta mont d’ar ger fennoz. Koulscoude sethu ann devalijen o tont hag an hentchou a zo fall. Gwell a vefe did chom aman gant da goan, ha goude da loja. — Neo ket gweleou a vank. — Breman, potred, tostaomp deuz an daol, tomm e ar zoubenn.

Enpad ma trebfomp, e kontfet deomp ar pez ho peus great e Paris e pad daou vla anter.