Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nicolas - An Divroet, 1911.djvu/34

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


HERVEIK

Mad choum a rinn neuze d’ober plijadur d’id, mes ne chouminn ket gwell-bell. (Enpad ma man an tad o c’hoza boued, ar botred yaouank en em gaw en ty).


EILVET PENNAD


(Ar memez re ha Job, Pierrik hag Alan)


PIERRIK war an treujou

De mad d’eoc’h, va zad ! setu me distro, penoz e c’hit-hu ?

YAN a zav krenn euz tal ar chiminal,
hag a ha da bokad d’e vibien

De mad d’eoc’h ho taou ! Ha did ive, Alan… Paour kez Job, penoz en em gavez ?

JOB

Vel ma velit, va zad kez : n’on ket euz ar gwella, mes lavarit d’inn da genta penoz en em gavit ho c’hunan, ha pardonit d’inn rag kabluz ez on het en ho kever.

YAN

Me, va mab, a zo yac’h awalc’h breman, pa velan ac’hanout distroet d’ar ger. Gwall glanv on bet, ze zo gwir. Da vreur Pierrik en deuz great evidon, ha goude ma oa eat kwit, va mignon Herveik a zo aze en deuz sikoured ac’hanon da dremen ann amzer. Gant e gojou e lake ar sonjou du da drei diwar va spered.

PIERRIK ha JOB

Ah ! Herveik n’em oe ket gwellet ac’hanoc’h, penoz ec’hit ? hag o kreg, iac’h eo atao ?

HERVEIK

Deuz ma velit, on yac’h awalc’h… Va greg a zo breman o krosmoli ; moarvad, pa n’on ket dizroet d’ar ger c’hoaz. — Ho tad eo a c’hoantae e vijen choumet aman da c’hortoz ac’hanoc’h da en em gaout.