Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nicolas - An Divroet, 1911.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —


HERVEIK

Gouzout a ran… Mes sell ar pleg hent a zispak dreg ann ty-gwenn da zont c’hoaz d’en em guzat dindan ar gwez fô, na welez-te ket var an hent-se eun dra bennak a zu o finval ?

YAN

Eo gwelet a ran… Ha goude ? Te gav did eo va mibien a deufe du-hont gant ann hent ?

HERVEIK

Ia Job a Pierrik ha ganto eur Breizad all ha n’allan ket anavezout ac’hann.

YAN en eur lakat e zaouarn uz d’e zaoulagad

Hennez eo Alan ar Skouarnek, a oa eat kwit ac’hann gant Job breman zo daou vla hanter.

HERVEIK

Ah, ya ! Alan ar Skouarnek, mab ar c’halvez a zo du hont enn traon ar bourg o chom n’am oa ket klevet lavaret e tlee distrei euz a Bariz.

YAN

Red mad eo toma eun dra bennag araok m’en em gavfont rak naon a dleont kaout. Ha neuze, eru eo ivez poent preja. Choum a ri ganeomp Herveik ?

HERVEIK

Bennoz Doue ! Va greg a zo e c’hortoz ac’hanon hag e vo droug enni mar n’em gavan ket er ger evit koania.

YAN

Da vreg na lavaro man pa ouïo e vezi choumet ganin da c’hortoz va mibien, ha da zigemer anezo. Ha neuze ne vezi ket pell rak skwiz e vezint marvad.

(Dont a reont o daou kreiz an ty. Yan a laka ar gotter war ann tan).