Herveik o daou en tal an oaled.
Ac’hanta Yan bet e teuz kelou er vech-man deuz da vab Job ?
Ia Herveik kelou a meuz bet, mes ar c’helou-ze evito da veza mad awalc’h, na laouennont ket nemeur ac’hanon.
Penaoz ? Ne intentan ket mad ar pez a lavarez.
Setu petra eo… Var al lizer man, va mab Pierrik a lavar d’inn eo deut a benn da gaout e vreur. Mad sur eo an dra-ze ; lavaret a ra d’inn ive e petore stad poanius e oa pa enn deuz kavet anezan, hag aoun am euz ne hallfe ket digas anezan beteg aman, ken izel ma zeo kouezet ha ken diskaret m’az eo gant ar c’hlenved ha gant ar vuez diroll.
Petra ! Ken izel ze ta e zeo kouezet ?
Ia, sonjal a ren, pa ne velenn ken e lizerou, en devoa kwitaet ann hent mad am oa disket dezan evit hen distaga diouz ar mignoned fall o devoa boutet enn e benn ar sonj da gwitad e vro.