Trugare d’id, Alan, breman va breur n’hallo ken stourm diouzomp hag e c’han da skriva d’am zad en em gafomp er ger benn eun nebeut deveziou.
Ia skriv dezan bremaik en eur disken ac’halen ha varc’hoaz me a roio va eiz de d’am bourhis ha goude ze e kwitefomp Pariz.
Trugarekat a ran ac’hanoc’h ho taou euz ar pez a rit evidon rak ne veritan ket kement all, mes te Pierrik a ranko chom war hon lerc’h aman pa e gwir ne teuz ket echu da gonje ?
Nann Job, mont a rin ganeoc’h d’ar ger : goulen a rinn eur bermission digant va c’habiten ha, moarvad, e roio anezi d’inn rag hennez a zo eur breizad ha pa lavarin dezan eo da lakat eur Breizad dianket war hent ar vro e tigemero mad va goulen.
Evel-se en deiz-man penn-zun e c’hallfomp kemer an hent houarn vit mont war zu ar ger.
Bikenn ne ankounac’hain ar pez a rit evidon ; mes, benn eiz dervez e vezinn maro rak n’em euz ken tam nerz abed, ha drebet hon gant an derzien.
Nan Job, arabad eo d’id en em lakat en dizesper pad an eiz de m’eump da dremenn aman. Te c’ha d’en em louzaoui, da gemer eun tam bevanz mad ; ha gwelat a ri e teui yac’h awalc’h benn ma kwitaëfomp.
Penoz a rinn evit kaout bevanz mad ha louzou, pa eo