Hag az poa ankounac’het anezan ?
Ia, siouaz, vel ma moa ankounac’het e oan Breizad ha Kristen, rak va c’honsorted ne felle ket d’e gwelet ac’hanon o vont d’an iliz hag e kaven bepred eun digare benag evit stourm diouzin ma unan pe mont d’ann hostaleri pe eur valeaden da ober, pe eun dra benag, da welet hag ar peur liesa ne vijen ket diskwiz mad d’ar zul vintin deuz hudurnez ar zadorn da noz. Evelse e teuiz ha ne ren ken a van deuz netra nemed deuz ar merc’hed hag ar gwin-ardant.
Gwelet a ran en deuz great da vignon vel pa oas er servich, labour vrao en da gever, ha te ne teuz ket bet nerz da en em difenn. Mes bez dinec’h, hon tad paour a vo re laouen pa welo ac’hanout distroet a grenn evit derc’hel sonj deuz da fallagriez.
Mes, Pierrik, lavaret am euz did ne gredchen biken en em gaout dirak e zaoulagad.
Perag-ta Job, pa lavar Pierrik did e vezi digemeret mad !
Penoz, te ive, Alan, a zo o klask lakat ac’hanon da zistrei d’ar Vro goude beza deut betek duman da glask ac’hanon da zont d’ar ger villiget-man.
Gwir eo ez on bet eun tam kiriek deuz ar pez e teuz groet ; keuz braz am euz Job, ha fellout a ra d’inn ober eun dra benak evid ma vo ankounac’het. Mont a rinn ive d’ar ger, ha dont a ri ganin ; me ive am euz leiz va ler deuz Pariz, pareet on breman deuz ar c’hlenved an euz laket ac’hanon da gwitad va Bro.