Va chupen ha va zok, Alan ? Ya miret am euz anezo, rak kerkent ha ma oan n’em gavet e Paris e preniz eur wiskamant giz ker ; c’hoantad a ren ober evel ar re a heulien ha neuze te da unan a t’evoa aliet ac’hanon araok kuitad ty va zad da gas nebeut a zillad ganen, rak aman em bije kavet re deuz ar c’hiz neve. Abaoue ma ’zon aman e maint ouz an tach, lec’h ma velez anezo.
Mes, deus ma velan, Alan, na teuz ket groet ar pez a aliez ar re all d’ober ; gwelet a ran gant plijadur e teuz miret da wiskamant breizad. Petra zo kiriek da ze ?
Setu aman petra zo kiriek da gement-ze, paz’ on en em gavet aman on bet digemeret en ty va c’henderv zo e Pariz eur pennadik zo, hennez zo choumet atao ar gwir Breizad a oa gwechall hag an euz miret e wiskamant, ha lavaret d’inn mar c’hoantaen beza digemeret mad ganthan, e ranken ober kement all.
Ha na teuz ket bet aoun da veza digemeret fall dre ar ruiou gant da chupen ha da dok ledan.
Nann d’ar zul pa c’hen da vale gant va c’henderv, e vreg ha mignoned all, Breiziz holl e tougemp holl hon gwiskamanchou koz, evel-ze on deut da gustumi hag e valean er ruiou breman heb aoun rak ar gwaperien.
er godellou e kav chapelet e vam
Marteze mar ’mije dalc’het va gwiskamant em bije miret va enor, rag digaset en dije d’inn sonj deuz va zad ha deuz ar geriou madelezuz en devoa bet evidon arok hon disparti. Sell, petra zo aman ? (Tenna ra e chapeled deus e c’hodel). — Oh chapeled va mamm, hennez var behini em oa touet d’am zad em bije pedet pa vijen bet trubulliet.