Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nicolas - An Divroet, 1911.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

derv elec’h ma pije bet aliou mad hag elec’h ma pije komzet aliez Brezonek, marteze e tije dalc’het startoc’h daz iez na da feiz.

JOB

Ia va mignon mar em bije groet evellen pe evelhont ne vijen ket kouezet, ze zo gwir. — Petra dalve did lavaret se d’inn ? breman eo re divezat kouezet on er fank ha ne zavin ken.

PIERRIK

Ne gomz ket evel se, va breur, neuz forz pegen izel e ve kwezet ann den e c’hall gant eun tam bolontez vad n’em sevel ha lakat e furnez hag e labour da drec’hi war an drouk an deve great. — Ha mar karjes distrei da Vreiz-Izel ha ’n em lakat da labourat vel gwechall, e velfes da yec’hed o tont en dro hag e teufes c’hoas ar potr krenv ha laouen a oas gwechall.

JOB

Nann, Pierrik, biken ne gredin distrei dirak daoulagad va zad : re a boan am euz groet dezan.

PIERRIK

Bez sonj, Job, deuz ar pez a lavaras hon tad did an devez ma t’oa diskleriet dezan da c’hoant da gwitat ar Vro.

JOB

Sonj mad am euz, e lavaraz d’inn vije miret va flas d’inn barz er ger, neuz fors peur ha neuz forz e petore stad en em gavchen. Mes biken hon tad n’en dije sonjet e vijenn bet ken fall a ma ’zoun.

PIERRIK

Eo Job, hon tad kez a zonj e petore doare e mout, ha bemdez e ped an autrou Doue da zikour ac’hanout da zistrei.

ALAN

Zent ela ouz lavar Pierrik ; distro d’as Pro hag enno e teui pare sort biskoaz. — Kemer ta da chupen ha da dok ledan ha kerz var hent ar ger.