Nan, ne teuz ket a c’hoant da laza hon tad en eur gas dezan eur c’helou ken garo. Rak evel ma lavaren d’id bremaïk hon tad kez a zavaz deuz ar c’hlenved, hag abaoue n’en deuz bet nemed eur sonj : adkavout ar mab en deuz kollet ha gwelet anezan o tistrei d’e Vro.
Distrei a raio Job da Vreiz pa vo gwellaet, med lavar deomp Pierrik e petore stad e teuz lezet da dad er Vro.
Daerou Job o deuz va lakeat da drei diwar va c’hoz.
Lavaret am euz d’eoc’h e oan bet galvet da gichen hon tad. Eiz devez permission am oa bet, mes vel ma velen ne oa ket yac’h awalc’h ben divez va fermission e c’houlenniz eiz devez all, hag e oant roet d’in dustu, notennet mad ma z’oan er zervich ; benn divez an eiz de all-ze hon tad a oa n’em gavet pare awalc’h, daoust ma chome dinerz. Ha pa guitaïz anezan, e lakaz ac’hanon da doui am ije roët ma holl boan da gavout Job. Eur vech distro d’ar c’hazern n’em oa nemed eur sonj, dont da Bariz kousto pe gousto evit klask ma unan ar breur kez dianket.
Trugare did, Pierrik da veza deut hetek aman, betek eun den a zo bet fall awalc’h evit ankounac’had e kreiz plijaduriou mezuz ar gwella deuz an tadou hag ar muia karantezuz deuz ar breudeur.
Arabad eo va zrugarekat, n’em euz great nemed va dever, ha c’hoaz em euz keün braz o vean n’em euz ket gallet dont kentoc’h. Ar zervich a zalc’he ac’hanon stag en ker Verdun ; mes evel em oa eur bla zervich graet hag e oan war ar poent da drement serjant, e sonjen pell a oa permuti gant eur serjant all. — Pedi a ren Doue hag ar Verc’hez viniget da rei an tu d’inn da zont da Bariz ar c’henta gwellan.
Ha pell ’zo out tremenet serjant ?