Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nicolas - An Divroet, 1911.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

tra na re ken a blijadur d’ezan kaer am oa ober deuz va gwella. Benn eur pennadik e sederaas eun tamm en eur digemer eul lizer diganit war behini e lavarez d’eomp e tevoa kavet labour gant eur gonidegez vad. Laouen e oa deuz da evurusted, mont a reaz evelse eur pennad, mes pa deuaz d’ean da lizerion all he benn a denvalaë muioc’h-mui, gwelet a re e komzez muioc’h deuz ar mignon an evoa roet did ar zonj da gwitad da Vro, ne gomzez ken kazimant nemed deuz ar blijadur a gavez e heul ar mignon-ze hag e gonsorted. Santout a re, au tad karantezuz, e oa e vab o vont da goll ; rak da lizerou ne deuent ken ker stank, hag evel ma lavare d’in en eul lizer bet digantan eur bla zo, ne zigasez ken a gelou d’ar ger. Hon tad nec’het braz neuze o klask gouzout petra oaz deut da veza, ma oaz klanv, pe marteze maro, a skrivaz aliez d’an ty elec’h ma oaz da genta, ha bep tro e lizerou a vije digasset d’ezan war o giz, ar ger Inconnu war o gourre. Skriva a reaz neuze d’ann ijinerez elec’h ma oaz bet implijet ; ac’hane en deuz bet eul lizer hag a verke dezan oas bet kaset kwit abalamour d’az puez diroll.

Hon zad kez a chommaz klanv diwar ar c’helou se. Abenn neuze me m’oa kwitaet ar ger evit ober va zervich, hag e oen galvet e kichen gwele hon tad klanv gant an enkrez.

Eiz de bennag e chomas evelse entre ar vuez hag ar maro.

A drugare Doue, an derzien a dec’has digantan.

JOB En eur guzat e vizaj en e zaouarn hag en eur ouela

Paourkez tad !… Pa sonjan on bet kiriek d’eur c’hlenved hag a oa barrek da rei d’ezan tol ar maro !

PIERRIK

Ia gouel, va breur, an dra-ze a raio vad d’id hag a lakaio ac’hanout da zistrei marteze var an hent mad.

JOB

Distrei ! — O nann ! re izel emon kouezet ; ha neuze, n’hallan ken mont gwel bell : rak, ’vel ma lavaren brema-zonn da Alan, tostât a ra fin va foaniou var an douar.

ALAN

Lavaret a res se d’in bremaïk ive ; med n’out ket c’hoaz kouezet ken izel ma n’hallfes ken sevel.