Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nicolas - An Divroet, 1911.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

amzer da vont d’am labour. Enno neuze, goude eun nosvez a zizurch e chomis kousket gant tomder ar ferniel hag a loskis da vervel an tan am oa da ziwoal. Evel ma velez Hector a zo kiriek d’in da veza kollet va flas ha da vezan breman en eur stad ken truezus. — Pierrik a lavare mad d’in, an den krog e plijaduriou ar ger vraz n’hall ket en em distaga oute.

ALAN

Pa gomzez d’in deuz Pierrik, e teu sonj d’inn em euz hen gwelet tri pe bevar dervez-zo ; ’n’em gavet eo e Pariz eur pennad-zo d’echui e zervich : goulennet an euz diganen kelon divar da benn, rak ne ouie ket peleac’h e oaz o chom, Lavaret am euz dezan, hag e leuio d’az kwelet pa hallo hirio marteze pa eo gwir e man ar zul.

JOB

Paourkez Pierrik ! Ne gredin ket sellet outan keit zo n’em euz ket roet deuz va c’helou na dezan, na d’am zad kez zo chomet er vro, mar n’eo ket maro gant ar glac’har c’hoaz !

(Klevat a rer kana dreg ar speurinier eur c’houplet pe daou deus Chom e Breiz-Izel).

ALAN

Sell, setu Pierrik o n’em gaout, anveout a ran e vouez, karout a ra atao ar son breizek-se, feson.

(Mont a ia da zigeri an nor da Bierrik).


TREDE DIVIZ


(Ar memeus re ha Pierrik gwisket enn Sergent)


ALAN (da Bierrik)

De mad d’id ! Kavet e teuz ty Job ta ?

PIERRIK

Ia, mez poan am euz bet. Ha Job penoz eman kont gantan ? Peleac’h e man ?

ALAN

Eman duhont e korn ar gambr var eur gador hag hen gwall glanv.