Mez perak e oas ’nem laket da heuil hennez kement-se adalek ma oas ’n’em gavet aman ?
Perak, perak ! Feiz vad, dre ma c’hoantaëen kemer va flijadur er bed man, hag an den-ze a anvee mad an holl lec’hiou a jolori, hag eur vech krog el luiaden-ze n’em euz ken gallet ’n’em dizober.
Setu petra eo heuil an aliou fall roet gant kanfarted.
Ia kanfarted sur ! rag hennez eo a zo kiriek d’inn da veza kollet ar plas am oa en ijinerez.
Hen ’n hini oa kiriek ? me gave d’in e oas bet kaset kwit goude ma oas bet kavet kousket var da labour, ha klevet am euz penaos a oa abalamour d’eur c’horfad, rak eur pennadig oa e oas n’em lakeat da eva.
Ar wirionez a lavarez : eur pennadik oa a even muioc’h eget kustum. Mes pa lavaran eo ar c’hanfart Hector kiriek da ze, ne lavaran ket a c’hevier. Selaou. Gouzout a rez pa’z on deut da Bariz, breman zo war dro daou vla hanter out eat da loja en ty eur c’henderw did pehini an deuz digemeret. ac’hanout ha gant pehini out bet miret deuz ar fall, rag en e dy e peuz kavet eun tam deuz ar vro a oamp o paouez kwitad ; en ty da genderv e peuz gwelet tud ar vro, komzet yez hon zadou, elec’h me pa’z on erruet a zo bet digemeret dustu gant Hector hag a gasas ac’hanon mesk eur bern hailloned evelthan, hag a meus heuillet anezo. Mezek e vijen da genta, mes eur vech paket ar pleg e c’hen d’ar blijaduriou hudur kiniget d’in gant laouenedigez ; ha pa ’z on bet kaset kuit Hector eo en devoa c’hoanteat diskouez d’in eur bal giz kear, eat a oen gantan, ha tremenet an noz er blijadur hag en evach ; neuze benn ma oa fin d’an abaden, n’am oa nemed