Nan, Alan, n’ez an ket gwelloc’h, meuz aon eo echu d’am foaniou var an tam douar man rak gwelet a rann e fallean bemdez, mar kendalc’han ne hellin mui lakad an eil troad araok egile, ha va fenn a ra poan d’in kenan…
N’am euz med al louzaouen ze hag a ro eun tam nerz d’in ha c’hoaz, vel ma lavaran d’id benn eur pennad ne c’hellin ken disken ar winz evit mont da gerc’hat. Ha neuze gant petra ec’h afen da brena ? Aboue an amzer m’on bet chomet er ger hep labour, am euz dispignet ann nebeut gweneien am oa destumet epad ann daou vla ma z’on bet en Pariz.
Oh !!! va zad kez, petra lavarfe ma velfe ac’hanon en eur stad ken reuzeudik !
Ia, deuz ma welan, out kouezet gwall izel hag an derzien an euz drouk livet da zremm, ken ru ha ken zeder gwechall koulskoude.
O Breiz, va bro gaer, va bro binniget, kenavo da viken ! Rak gwelet a ran n’em euz ken hir amzer da veva, diskaret gant plijaduriou hudur ar gear milliget-man.
Ia, gant an evachou krenv ha gant ar blijadur.
Petra fell d’id ? Breman ne c’halfen ken chom em za anez ma kemeran eur banne benag euz ar beure, ne hallan ken dibri, ar boued, na dremen ket em c’horzaillen n’ ez nemed ar gwin-ardant a gement a hallan lounka ; ha pa vo eat ar voutaillad-ze, en em loskin da vervel, rak deut on da veza a re var an douar pa n’hallan ken labourat. Sethu aze va stad, va faour kez mignon, ha ma ne vijes-te ket aze n’am bije den en dro din ; rak va mignon Hector ne deu mui d’am gweled abaoue ma z’on chomet er ger. — Araog avad ’p’am oa arc’hant da zispign en e gerz en hosteleriou, neuze kave mad an darampred ac’hanon.