Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —


Enez Eusa
————

Brema ez euz eun nebeut bloaveziou (e 1844 oa a zonch din), e enez Eusa, e tigouezaz eun dra hag a c’heller da lavaret burzudus, pe da viana ec’h eller credi e voa eno eun taol skoazel aberz ar Verc’hez e kenver tri bugel a voue tostik tost dezho coll ho buez var ar mor. Kement-ma a voa e sizun fask. Pask, evel a ouzeur, a zigouez ato d’ar zul goude kann loar veurs, ha varlerc’h ar c’hedez. Hogen neuze ema an nevez-amzer o tigeri, hag al laboused oc’h en em lacat da ober ho neiziou ; ha mar deo a vouenn d’al laboused ober ho neiziou d’an nevez-amzer eo a vouenn ive d’ar vugale clask an neiziou-ze evit caout ar viou pe ar re vian. En dro da enez Eusa ez eus laboused mor aleiz, hag ar re-ma a deu da ober ho neiziou en toullou pe er faoutou a gavont er vri tro var dro d’an enez. Ar vri-ze a zao evel eur voger huel huel, cleuset ha toullet e lec’hiennou gant an houliou-raor. Al laboused o deus finese avoalc’h evit ober ho neiziou re izel evit ma c’halfet ho zizout divar an deven, ha re huel evit ma c’halfet ho zizout divar an aod na zoken divar ar mor er mareou ordinal. Pa deu avad ar reverziou pe ar mareou braz e c’heller avechou ho dineizia divar ar bagou. Hogen ar mareou brasa, huela, en em gaf d’an derveziou varlerc’h ar c’hedez hag ar c’hann-loar ha dre-ze var dro goueliou Pask.

Er bloavez-ze-ta, da voueliou Pask, tri bugel euz an enez o doa guelet laboused oc’h ober ho neiziou