Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

en daou gristen-ze, ar potrik hag he vam, eun dra bennag euz ar pez ne veler ket aliez, eun dra bennag euz ar pez ne gaver nemeur var an douar, eul laouenidigez, eun anaoudegez vad ha ne vouient ket penauz he diskuez. Abenn eur pennad goude he oferen, ar beleg, oc’h ho guelet o pidi ato er memes leac’h, a c’houlennas digantho en eur dremen.

— C’hui oc’h eus bet, a dra zur, eur c’hras bennak digant Itron-Varia Rumengoll ?

— Ia, eme ar vam ; buez ar potrik-ze.

— Ha penaus ?

— Ar potrik-ze a voa toc’hor bras ; maro oa zoken a gredan. He vouestli a ris da Itron-Varia Rumengoll, en eur brometi hen deskchen da veza eur servicher mad dezhi mar plicheze ganthi he lezel ganhen e buez. Va goulen am eus bet ; va map zo pareet dioc’htu, en eun taol ; ha setu perag em guelit ama hirio deut gant va map, da drugarecat mam Doue.

Epad ma comze ar vam ; ar potrik ne droe ket he benn hag a bede ato. Neuze ar beleg a droaz outhan en eur lavaret :

— Ahanta, va bugel, pa e deuz ar Verc’hez roet deoc’h ar vuez, e viot fidel ha devot dezhi epad ho puez ?

— O ia, aotrou Person, biken ne ancounac’hain ar pez e deus great Itron-Varia Rumengoll evidhon.

O velet pe ger caloneg e pede ar bugel-ze, e c’heller cridi ervad e talc’ho mad d’he c’her, ha me zo tromplet bras ma na vez ket ar bugel-ze eun deiz eur servicher mad d’ar Verc’hez.

————