Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

15 Eost 1870. Eur verc’hik nao bloaz euz a Zouar-nenez, a vije kemeret evit eur bugel pemp bloas, ken disterig ha ken astudig oa, a voue goestlet gant he c’herent da Itron-Varia Rumengoll. Ar verc’hig-ze a voue er prosesion e Rumengoll d’ar 15 a Eost 1870, var breac’h he zad rak ne chelle ket poeza var he divesker. Fizians an dud-ze e Doue ne ket bet collet. Ar verc’h a zo pareet tre. D’ar 15 a eost diveza (1872), eo deut adarre, da Rumengoll da drugarecat ar Verc’hez, ha goude beza communiet e deus goulennet gant prez ha laouenidigez guelet ar guiton e doa douget en he dorn epad ar brosesion brema ez eus daou vloas, hag e deus lezet e prof (en ofrans) gant Itron-Varia Rumengoll.

————

Unan euz ar veleien zo bet e pardon Rumengoll da zul an Dreindet 1869, a zigouezaz eno d’ar zadorn da bardaez. Mont a reas dioc’htu da zaludi Itron Varia Rumengoll ha da lavaret he vrevier er c’hoeur. Eno e velaz eur c’hreg, iaouank c’hoaz, hag en he c’hichen eur potrik daouzek pe drizek vloaz. Ar potrik-ze, couls hag he vam, a bede ker calonek, ma vije kemeret evit eun æl. Guir eo an oll bardonerien a voa eno a bede caloneg ; hogen an daou-ma gouscoude a ioa dreist ar re all, ar pez a lakeaz ar belek ma comzan anezhan da evesaat outho. Goude beza tremenet var dro eun heur dirag aoter ar Verc’hez, ar potrik-ze hag he vam n’o doa ket finvet euz al leac’h ma voant.

Antronoz ar belek-ze o veza deut da lavaret he oferen var dro c’huec’h heur, a gavas adarre ar mab hag ar vam o pidi er memes leac’h. Map ha mam a gommuniaz en oferen-ze, ha ken devot, ma voa anat e tremene en ho ene eun dra bennak dreist ar pez a dremen peurvuia e calonou an dud. Guelet a reat