Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —

Varia remed oll. An dra-ma zo digouezet, a leverer, brema ez eus pevar pe bemp bloas.

24 a vis Mae 1860. Eun den mac’haniet, ha ne c’helle bale nemet var bouez eur ganen, a vale brema ep harp ebet abaoue ma zeo bet o pardona e Rumengoll. Lezet en deuz eno he vaz evel testeni ez eo bet pareet eno.

27 Mae 1868. Eun demezel iaouang euz a L., oajet a 14 vloas, e doa poan o vale ; ne dea nemet var bouez branellou. He mam a brometas mont teir guech da bardona da Rumengoll var droad, evit goulen pare he merc’h. Great e deuz ar pez e doa guestlet, deut eo gant ar brasa fizians da bidi mam Doue, ha ma ne deus ket bet oll he goulen, e deus bet da viana eul loden anezhi. Ep beza pare tre, e vale brema eb en em skuiza ; ober a ra beachou hir ep bas na branel ; o veza deut he unan da bardona da Rumengoll e deus lezet eno he branellou evel eur merg a anaoudegez vad.

————

15 Guengolo 1868. Eun den iaouank trivac’h vloaz a ioa eat ne vouiet ket peleac’h. Caer a ioa he glask n’her c’havet ket. He dud a brometas rei eun ofrans da itron-Varia Rumengoll, hag eun dervez bennak goude e tigouezaz er gear distro euz eur veach en doa great var vor.

————

Eur vaouez euz a Heussa e devoa eur bugel tri bloaz hag a ioa mac’haniet. Erbedi a reaz he bugel oc’h Itron-Varia remed oll, ha brema ez eo pare tre. Ar vam a gred mad e deus bet ar c’hras-ze dre zaouarn Mari pehini, evel ma lavar, ne ziles morse ar re a laca ho fizians enhi.

————