Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

camed. He dad hag he vam, leun a fizians er Verc’hez santel, a deuas gant ho bugel da bardona da Rumengoll. He lacat a rejont var eur gador epad ma pedent calonek, daoulinet dirag imach mam Doue, Epad ma pedent, pe ger bras ne voue ket ho zouez hag ho levenez, o velet ho bugel, deut divar he gador, en he za en ho c’hichen, hag o vale couls ha pephini ! Ar Verc’hez e doa roet ho goulen dezho var al leac’h.

————

E 1859, eur c’hrek dougerez a voue pareet ha tennet a boan gant itron Varia Rumengoll. Ar c’hrek-ze, tost d’he zermen, a grogaz enhi ar red-corf, (dyssenterie), en eun doare ma credet ervad oa collet ar vam hag ar bugel. En em erbedi a reaz oc’h Guerc’hez Rumengoll, ha kerkent ar vam a bareaz hag ar bugel a deuas da vad. Daou ex voto, (daou brezant goestlet) a zo en ilis Rumengoll digaset en anaoudegez vad evit ar pare burzudus-ze.

————

Brema ez eus trizek pe bevarzek vloaz, an aotrou P… a reaz eur c’hlenved braz, hag en em erbedaz oc’h itron Varia Rumengoll evit goulen beza pareet. Ervez an ex voto zo e Rumengoll, ar Verc’hez en em ziskuezas dezhan. Prometi a reas dezhi, mar pareje, digas d’he iliz eur merk euz he anaoudegez vad. O veza deut e iec’hed, an aotrou P… micherour ijinuz, a reaz hag a zigasas da Rumengoll unan euz an tamou arrebeuri-ze, kizellet caer, a zo sell an oll varnezho en ilis-ze.

————

Comzet ez eus din euz eur bugel eis vloaz, a ioa mud pevar bloaz a ioa, hag a deuaz ar goms dezhan epad ma edo he vam o pidi dirag imach an Itron