Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

1867. Eun intanvez ha ne deus nemet eur verc’h, a vele ar verc’h-ze clanv, hag ar vedesined n’o doa esper ebet d’he farea. Dont a reaz ar zonch dezhi d’he goestla da Itron-Varia Rumengoll. Nebeut amzer goude en em gave eürus ; bet e doa he goulen digant ar Verc’hez. An intanvez-ze zo deut da seveni he goestl ha da rei eun ofrans d’an Itron-Varia evit diskuez he anaoudegez vad.

————

30 Even 1867. Eur verc’h euz a L… a zo bet meur a vloaz ep bale, hag a zo deut ar c’herzet dezhi kerkent ha ma zeo bet erbedet gant he c’herent oc’h Itron-Varia remed oll.

————

1° Gouere 1867. Eur verc’hik vihan euz a B… oajet a bevar bloaz anter, a ioa dallez c’hoec’h miz a ioa, e deus resevet ar guelet kerkent ha ma o deuz he c’herent prometet dont da bardona da Rumengoll.

————

Eur c’hreg, chomet mudez epad pevar mis goude lacat eur bugel er bed, en em voestlas da vont da Rumengoll ; kerkent e c’hellas lavaret eur ger bennag, hag abaoue ma zeo bet o pardona e coms calz esoc’h.

————

17 Guengolo 1867. Eur mous euz a enez Eussa a goeze aliez e drouk sant trivac’h miz a ioa ; he gerent o deuz he voestlet da Itron-Varia Rumengoll, hag abaoue ne ket coezet.

— Brema ez euz eun nebeut bloaveziou, an Itron Varia Remed oll a ziskuezaz he madelez e kenver daou bried euz a L.... o parea eur bugel dezho. Ar bugel-ze en doa pevar bloaz ha n’en doa great c’hoas