Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

rach, daoust dezho da labourat adalek peder heur dioc’h ar mintin beteg unneg heur dioc’h an noz, e chom gouscoude eun niver braz a bardonerien ep gallout tostat oc’h ar gador gofez. Bez’e vez eno gouscoude, epad tri dervez, pemzek pe c’huezek beleg ha ne deont nemeur euz an ilis na nos na deis.

Bet oan diaraok meur a vech e pardon Rumengoll ; morse avad n’em oa eveset outhan evel am eus great er bloa-ma e 1869, hag evelse ec’h ellan coms gant hardiziegez euz ar pez so tremenet enha. Ar pez a vercan am eus guelet va unan, ha ne ket var lavar re all.

Ne d’oun mui souezet ez afe an Aotrou’n Escop bep bloas d’ar pardon-ze, en despet d’he skuisder, rak bep bloaz e teu di goude pe e creiz ar veach a ra bep nevez amzer dre he escopti evit rei ar gouzemen. Eno e guirionez he galon a Escop a dle dridal o velet feiz he vugale a Vreiz-Izel.

Er bloa-ma, a leverer, ar pardon so bet caeroc’h evit biscoas. Niveri an dud so bet eno d’ar zadorn ha d’ar zul a ve diez ; evidonme ne glaskin ket hen ober. Pa zonjer penaus d’ar zadorn vintin ne deo ket braz avoalc’h ar bourg nag ar parkeier divardro evit digemeret ar bardonerien deut di dindan noz ; pa zonjer penauz antronoz vintin azaleg an oferen genta da beder heur beteg an diveza, da lavaret eo bete creis deiz, e vez meur a vil den e pep oferen hag a ia kuit pa o deus great ho devosion ; pa zonjer ez eo ar memes tra d’ar zul, pe kentoc’h ez eus c’hoas muioc’h a ingroez d’ar zul, lennerien ar gazeten n’hem blamint ket ma ne gredan ket lavaret pet mil den a so bet er pardon-ze.

Lavaromp eur ger epken euz ar pez zo tremenet d’ar zadorn da noz ha d’ar zul. D’ar sadorn da noz, pa voa digouezet an Aotrou’n Escop, e voe great ar