Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —

He galon so re leun, he galon so barr ; al leunder-ze a rank scuilla dreist. Ne ell ket chom ken didrouz-ze ; red eo dezhan cana. Ma n’en deus ket bet c’hoaz he vennad, e can evit he c’houlen ; mar en deuz bet ar pez a c’houlenne, e can evit trugarecat ; ha pa ve zoken an anken, ar c’hlac’har en he galon, e cano ato meuleudi he vam vad, ar vam a drugarez.

Ar re n’o deus ket a feiz, pe ar re o deus nebeut, a rafe vad dezho mont di, ha chom eno eun nebeut da zellet ha da evessaat oc’h ar bardonerien-ze. Ma ne deo ket maro tre ar feiz en ho c’halon, mar deus c’hoaz eun eulfen bennag enhi, e teufe ep mar da zihuna, da entani e creiz eun hevelep grouez. Eno e velfent ez eo e guirionez beo ar feiz e Breiz-Izel. Eno ne c’hoare ket evel en assambleou ar bed ; n’eus ket a hano da ebatal na da ziskuez dillad kaer, braventeziou ; ne d’ear ket di evit guelet nag evit beza guelet. Eno ne zeller nemet oc’h mam Doue, nemet oc’h an Itron Varia remed oll. Eno e veler mesk e mesk ar paour hag ar pinvidik ; an dud a zanvez hag an noblans kercoulz hag ar goueriadet ; eno e veler ar re a zoug seiz ha daftas stouet var ar boultren, mar deo caer an amzer, pe var ar pri, mar deus glao, kercouls hag ar re ne deus var ho zro nemet lian ha mezer divalo. Eno e velit tud a reng huel oc’h taol ar gommunion mesk e mesk gant al labourerien douar, gant ar vicherourien, ar vartoloded, hag ar bardonerien a bep stad hag a bep corn euz ar vro deut di gant poan ha skuisder vras diarc’hen ha var gorf ho roched. Eno e velit ar veleien divardro, deut di epad tri dervez da zicour person ar barrez, skuis maro o cofez ar bardonerien, red dezho avechou dont er meaz da denna ho halan, rag an ilis so evel eur forn c’horet kement a dud a zigouez enhi, ha daoust d’ho ners calon ha d’ho c’hou-