Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/83

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

gendalc’hint da zont gant feiz ha devosion, evit ma c’hello ho mam dener ho digemeret mad ha rei dezo ho goulen.

Ar pardon-ma evithan da zont beb bloaz, a zo ato gortozet bep bloas gant mall ha prez, a laca estlamet bep bloas ar re a deu dezhan. Eun dra bennag euz an env so er pardon-ze, rak morse ne deu da enoui, da skuiza ar re hen darempred, ato her c’haver caeroc’h caera bep bloaz, eleac’h traou an douar a deu da skuiza ha da enoui dre ar voazamant.

Ar pez a zo eno euz an env eo ar feiz ; eno e veler skedus feiz Breiz-Izel var dal hag e daoulagad ar bardonerien. Pebez kem etre an dud-ze pa vezont gant ho labourou, pa vezont er foariou ha marc’hajou o kemeret soursi euz a draou ar bed-ma, hag ar memes tud deut da bardona da Rumengoll, deut da henori rouanez Breiz-Izel, deut da c’houlen eun dra bennak diganthi ! Lavaret a rafac’h ne deo mui ar memes re ; n’o deus mui ar memes ear. Pa ho guelit en emel eus ho aferiou e leverot : Setu aze bugale an douar ; setu aze bugale ar bed ; pa ho guelit deut da bardona eo red mad deoc’h lavaret : Setu aze bugale Doue : setu aze bugale an env ; setu aze christenien ! Sin ar c’hristen a lennit splam ha sclear var ho zal, var ho daoulagad eleac’h ma velit o para hag o skedenna sclerijen ar feiz ; var ho muzellou a velit o finval hag a ziskuez dre an doare ma finvont ema ar galon a unan gantho. Oh ! nag a bedennou c’hoeg ha caloneg a zao ac’hano etrezeg an env ! Pebez drid-calon guelet ken aliez a vil den unanet o pidi, oll er memes sonj, oll o veuli an hini so var eun dro mam da Zoue ha mam dezho ho unan !

Evit ar pardoner, ar beden-ze goustadic, ar finvmuzellou-ze sioul ha didrous ne d’eo ket avoalc’h.