Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

lod o cana eur c’hantic pe eur vers devot benag, lod o lavaret, a vouez huel, ar chapeled pe ar rozera, lod-all devotoc’h choas, o vont en ho fart ho unan, ep lavaret ger ous den, diarc’hen ha var gorf ho roched, eur vialen en eun dorn hag ho chapeled en eun dorn-all, o pidi hed an hent ep eana tam. Avoalc’h e ve ho guelet, digouezet e Rumengoll, lod an daelou en ho daoulagad, lod all al laouenidiguez peintet var ho zal, oll ar fizians merket var ho bizach. Lavaret a rafet oc’h ho guelet : setu aze bugale hag a zo deut a bell evit guelet ho mam vad ; ar pez a zo guir. Nag a bec’herien a gaf eno ar pardon eus ho fec’hejou ! Ne ve ket eas niveri ar c’honfessionou a vez great eno epad an derveziou-se. Diessoc’h ve c’hoas niveri ar c’hommunionou ; rag ouspen ar re a deu di da dostat ous tribunal ar binijen, ez eus cals hag a ia da gofez en ho farrez araog en em lacat en hent ; hag ar re-ma, a gredan, eo en em gemer guella. Stang e veler eno tud deut var droat ha var iun, eus a zeg, daouzeg, pemzeg leo hag ouspen, evit receo Doue en ilis Rumengoll.

Pardon Rumengoll so eun testeni eo c’hoas beo ar feiz etouez ar Vretonnet ; bez eo eun testeni eus ho fisians e Mam Doue. Ar Verc’hez ive a ziskuez e plij dizi devosion Breizis evit al leac’h santel choazet ganthi, rag en em blijout a ra o ranna eno gant largentez he madoberou entrez-ho. Dre ma cresk feiz ha fizians an dud, e cresc ive an niver euz ar grasou a ro bep bloas. Her guelet a rer dre an testeniou a jom eno varlerc’h ar belerinet, hag a dra sur ne anavezer nemet eul lodennig vian eus ar grasou a recever e Rumengoll.

Ra gendalc’ho ar Vretonnet da gaout fisians er Verc’hez ha da zont d’he bizita d’he zi ; mes ra