Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

bep bloas evit henori Rouanez an En ha rei mui a zolanite d’ar gouel, an niver eus ar re a ia di da bardona so ive cresket kals.

Ar pez a rent caer eur pardon, eo an niver eus an dud a deu dezan, ha muioc’h c’hoas an devosion gant pehini e teuont. Niveri an dud a deu da bardon Rumengoll, den ne oufe hen ober. An ilis o veza eat re vian pell zo, eo bet red sevel eun auter en eur parc bras evit ma c’helje muioch a dud clevet assamblez an oferen. Brema mar carer sonjal penaus epad tri dervez ha diou nosvez, var gement hent a gundu di, e vez tud o vont evel eur procession ep distag ebet ; mar sonjer penaus, epad an daou zervez, adalec peder heur dioc’h ar mintin bete creizdeiz, e vez oferennou ep ean, hag e vez leun chek da bephini an ilis, ar parc bras hag an oll frankizennou zo var he dro, petra bennag ma za ar belerinet kuit dre m’ho devez clevet an oferen ha great ho devosion ; mar sonjer pet mil a ell clevet eno an oferen var eun dro, e c’helfet tostât da c’houzout an niver euz an dud a vez eno er pardon-ma.

Evit an devosion, pardon Rumengoll ne d’eo ket evel calz a bardoniou-all da bere e za aleis ha ne ouzont ket evit petra e zeont ; a ia evit ho flijadur, evit guelet ha beza guelet. Mar da unan bennag er c’his-se da Rumengoll, an niver anezho so bihan. Ama e c’hoar pephini evit petra en em laca en hent. Ama pephini en deus eur c’hras bennag da c’houlen. Bez en deus eun izom, eun anken bennag hag a ra poan dezan. Bez’en deus, var he gorf pe var he speret, eur gouli bennag, hag e za da c’houlen ar pare. Marteze en deus bet eur c’hras hag e za da drugarecat he vadoberourez.

Evit gouzout e zear di dre zevosion, eo avoalc’h guelet an dud o vont a vandennou, dreist-oll en noz,