Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —


Pelerinach pe Pardon Rumengoll.
————

Pelerinach Rumengoll eo, me gred, ar c’hossa eus ar re zo darempredet e Breiz-Izel, hag ar pardon so, a dra sur, ar c’haera eus a bardoniou escopti Kemper. Hervez eur greden so etouez an dud, pa voue beuzet Ker-Is, ar Roue Grallon a lakeas sevel ar genta chapel pe ilis so bet e Rumengoll, evit trugarecat Doue hac ar Verc’hez da veza savetet dezan he vuez. Guir eo ez euz hirio tud goueziec ha ne gredont ket e ve bet morse na Ker-Is na Roue Grallon ; var gementse n’em eus netra da lavaret ; guelet a ran epken penaus goude beza lavaret deomp : « Ar pez a gredit ne ket guir » n’o deus netra da rei deomp e leac’h hor c’hreden. Plijadur o devije great gouscoude da gals o lavaret dezo peur ha perag eo bet savet pelerinach Rumengoll, mar en em drompl tud ar vro var ar poent-se. Ma na ellont ket deski deomp peur na perag eus bet savet eno eul leac’h a zevosion, peur na perag eo comanset an dud d’he zarempred, e ve marteze couls dezo hon lezel da heul creden hon tud coz.

Hogen, daoust d’ar mare ma eo comanset ar belerinet da vont da bardona da Rumengoll ha d’an abeg o deus bet da vont di, ar pez ne ell den da viana da nac’h, eo ez e cresket a nebeut so an devosion evit an Itron-Varia-Remed-Oll. Abaoue ma en deus an Aotrou’n Escop a Gemper curunet eno imach ar Verc’hez ; abaoue ma za di he unan