Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

Ar brud a ieas buan dre’r bourg, hag en em zestumaz aleiz a dud eno. Diou c’hoar zo eno oc’h ober scol hag a deuaz ive ; hogen nag hi nag ar re vraz all ne velent netra. An diou c’hoar a ieas d’ho zi, hag a deuaz adarre o tigas gant ho teir euz ho merc’hedigou, unan daouzek vloas, unan nao bloaz hag unan eiz vloaz anter. Kerkent ha ma voant digouezet, ar gosa euz an teir merc’h a lavar :

— Ar Verc’hez Vari eo ; oh ! nag hi zo caer !

— Kement eo ha c’hoar Vitalina, a lavaraz an hini nao bloaz. Hag en em lakejont da lavaret penauz edo evel ma o devoa lavaret an daou botr.

Neuze an oll a jomas souezet ha nec’het. Mont a rer da glask an Aotrou person, ha kerkent ha ma voa digouezet ar vugale a lavar :

— Eur groas ruz o sevel var bruched ar Verc’hez !

Ar person a lavaras : pedomp, va bugale ; leveromp ar chapelet.

Dre ma lavaret an Ave Mariaou, ar stered a greske an niver anezho var sae Mam Doue. Evel eun hed guenan oant, eme ar vugale.

Varlerc’h ar chapeled e voue canet ar Magnificat.

Neuze e tispacaz eur ruban guenn, hir ha ledan, eur rouden aour varnezhan, hag e voue lennet ar c’homzou-ma e lizerennou bras :

« Pedit-ta, va bugale. Doue ho silaouo ne vezo ket pell. »

Ha goudeze ar c’homzou all-ma :

« Va mab en em les da veza touchet. »

Ha varlerc’h an dra-ze neuze eur pez barren rus.

Epad ma lavaret ar chapeled, e voue kerc’het eur bugelig all a c’huec’h vloaz, hag hema a vele ive ar Verc’hez.

Mes an hini a lakea muia sellet outhan, oa eur bugel trivac’h miz, a ioa eno var breac’h he vam, hag