Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

he map ker pounner ma na c’helle mui miret outhi da skei ar bopl a Frans abalamour d’an dizurziou ma en em roe dezho, dreist oll al leoudouet hag al labourou da zul. Discleria a rea ar goaleuriou a iea da goeza var ar vro, ma na zistroe ket an dud oc’h Doue.

E Lourd e laka sevel dezhi eun iliz el leac’h ma en em ziskueze, evit dre ar burzudou a dlie da ober eno, lacat ar gristenien da zont di e pelerinach, ha dihuna evelse ar feiz en ho zouez.

Ar Salet ha Lourd zo anavezet avoalc’h gant an oll ; leveromp epken penauz eo en em ziskuezet e Pont-Mean. Setu ama petra a leverer :

Ar Verc’hez a zo en em ziskuezet da vugale en eur bourg a ganton Landivy, e departamant Mayen, d’ar 17 a vis Genver diveza.

Eur potrig unnek vloaz a ioa, he dad hag hen, o pilat lann en eur c’hranch. Ar potrig o veza deut er meaz, hag o veza savet he benn da zellet, a jomas sebezet o velet a zioc’h eun ti eur vaouez vraz ha caer, ganthi eur zae c’hlas goloet a stered, ha var he fenn eur gouel du eur gurunen aziouthan. He c’hurunen hag he boutou a ioa en aour.

Ar bugel a c’half he dad ; hema a deu da zellet, ne vel netra, a ra goap euz he vap, hag a ia adarre d’he labour.

Gouscoude ar potrig a vele ato an itron. Gelver a ra he vam ; houma ne vel netra ken nebeut, a scandal ar potr kez hag a lavar dezhan eo diot.

Neuze e c’half he vreur nao bloaz hag e lavar dezhan dont en he gichen, hag hema a vel ive an itron gaer. Caer o deuz an daou goz gourdrouz, an daou vugel ne droont ket ho daoulagad divar ar skeuden skeduz, hag a lavar a dam e tam penaoz eo great ha guisket.