Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

peadra da baea he flas ha pemp real ouspen ; ha setu hi er wagon gant ar bardonerien all.

Ar baourez kez, pa zigouezaz e Paray, kenta tra a reaz oa prena eur chapeled a goustas dezhi pevar real, neuze e lakeas daou venneg e souben, hag an tri guenneg all a deuas ganthi d’ar gær. An noz a dremenaz er Chapel. Evelse ar vaouez-ze a dremenaz daou zervez hag eun nosvez, hag a reas var dro daou c’hant leo couls lavaret ep dibri tam na cousket. Ken na voa deut d’ar gaer ne lavaras ket pe seurt implich e doa great gant he femp real ; rag aoun e devoa da ober dies da zen, ha c’hoant e devoa da gaout eur chapeled, evel ar re all, evit delc’her sonch euz he felerinach.

————


Da vam Doue.
————

Broc’hall, a leverer a bell-zo, eo Rouantelez Mari, Regnum Galliæ, Regnum Mariæ. Ar Verc’hez santel a ziskuez deomp he unan pe ger guir eo ar c’homzou-ze dre ar zoursi a gemer euz ar vro-ma dreist ar broiou all. Anat eo ez eo eno eur vam ato en aoun na zigouese eun drouk bennak gant he bugale, eur Rouanez ato nec’het gant aoun na deufe an enebourien da ober distruch en he Rouantelez. Setu hi, abaoue eun nebeut bloaveziou zo, oc’h en em ziskuez teir guech var douar Frans, e meneziou ar Salet, e Lourd hag e Pont-Mean. Er Salet e tiskueze beza ankeniet, e scuille zoken daelou o lavaret e voa deut breac’h